Kevread Lazoù-Kanañ Breizh
Laz-kanañ Breizh o tuta kanerien !
Pouner eo ar maread hir emaomp bremañ, hep pleustradegoù na sonadegoù. Ar ganerien ha ganerezed a zo hep oberiantizoù kevredik abaoe ur vloazh a-wechou.
Met aozet eo dija gant Kanomp Breizh an amzer goude ar c'hlañved-red, ha dazont Laz-kanañ Breizh.
Goude kanadennoù Ar Marh Dall hag An Aval hag ar C'haliz, choazet eo bet un oberenn meur all eus ar c'han e brezhoneg : oratorio Izild a Vreizh. Skrivet eo bet ar sonerezh gant Jean-Yves Le Ven, war pozioù Jeva Omnes. Studiet e vo adalek 2022. Jean-Marie Airault, rener Laz-Kanañ Breizh a zo dija o aozañ an deskiñ gant al laz-kanañ. Evit sevel an oberenn, tuta a reomp kanerien en holl kordenadoù ar c'hor.
Laz-kanañ Breizh a zo savet eus tost kant kaner ha kanerezh eus pempzek laz-kanañ ezel eus Kanomp Breizh. O kemer perzh ennañ gallout a rit arnodiñ santadenn da ganañ e-kreizh ur strollad ledan, heuliet gant ul laz-seniñ, renet gant ur rener a-feson. Gallout a rit ivez kejañ gant kanerien eus Breizh a-bez, sot gant ar c'han e brezhoneg eveldoc'h, e-pad dervezhioù ar pleustradegoù. Gallout a rit, erfin, kanañ war leurennoù gouelioù ha festivalioù Breizh, pe e salioù, ilizoù hag ilizoù-veur ha bevañ abadennoù da zalc'hen eñvor anezho. Ma fellout a ra deoc'h mont e-barzh Laz-kanañ Breizh evit e oberenn kentañ, deuit e darempred gant Roger Connan lkb.kanompbreizh@gmail.com pe pellgomzit da gKanomp Breizh 06 32 29 79 29
Ur skodenn 20€ ar bloazh a vo goulennet d'ar re a n'int ket e-barzh ul laz-kanañ ezel eus Kanomp Breizh.
Geriadurig ar Ganerien - Embannadur nevez

Berz e-neus greet Geriadurig ar Ganerien. Diviet e oa dija bloaz hanter goude beza bet embannet. Ha kement ha moulla anezañ endro, on-eus soñjet e oa mad ouspenna eun nebeud mad a geriou a vanke e-barz. Tenna a reont euz ar han, euz ar muzik, med ivez euz ar c’horf, abalamour ne vez ket kanet gand ar vouez nemetken, gand ar horf a-bez ne lavarom ket. Geriou ar han hag ar vuhez a vez kavet er geriadurig-mañ, a-benn ar fin. Setu neuze eun ostilh gwelleet evid brasa mad ar ganerien a blij dezo ober gand ar brezoneg, med ivez ar zonerien hag an oll re a zo kar or yez. Beo eo ar brezoneg e lazou-kana Kanomp Breizh. Niveruz eo enno ar re a blij dezo eskemm e brezoneg. Ha pleustri a ra an oll ganerien evid ober gand eur yez yah ha distaget mad. Ma plij dezo kana brava oberennou herez ar Gelted, e vez krouet ivez, ingal, gand al lazou-kana kanaouennou nevez war barzonegou oh ober ano euz ar vuhez a-vremañ. Douja d’an hengoun, treuzkas anezañ, kroui evid hirio, sed aze ger-stur lazou-kana Kanomp Breizh.
Evit urzhiañ : Kasit ur chekenn 10€ + 3€ frejoù post da gKanomp Breizh asamblez gant AR BOÑ URZHIAÑ
BREIZH A GAN 2020 - DIWEZHATAET E 2021

|
|
Deiziater Kanomp Breizh
23/05/2021 Kampionad Breizh al Lazoù-kanañ Eil ha trede rummad Iliz St Tomaz, Landerne (29) NULLET
11/07/2021 Kampionad Breizh al lazoù-kanañ Rummad kentañ Iliz St Tomaz, Landerne (29)
05/12/2021 39vet Breizh a Gan Iliz-Veur Kemper (29)

|
|
Buhez al lazoù-kanañ ezel eus Kanomp Breizh
KANERIEN SANT MERYN
Embannet eo pladenn "NEVEZADUR", enrollet e iliz-veur Kemper, gant sonerezh digant Jean-Yves LE VEN war barzhonegoù Anjela DUVAL. Un oberenn war kelc'hiad ar sezonoù eo, kompozet evit laz-kanañ, telenn, violoñs, fleütioù, uilean-pipes, binvioù-skoiñ. Kinniget eo liesseuter a skritur ar sonerezh e-barzh an 18 lodenn : kanoù mod koublad/diskan, kanaouennoù deskrivañ, tonioù kempennet a-blom, ha temoù fugennet. Un ton da zañsal a zo e-bep sezon. Erfin, un neubeut tonioù hengounel Bro Iwerzhon gant titloù war an natur, a zo bet lakaet ouzhpenn evit kreñvaat arouez keltiek an hollad. Ar CD a zo da gavout dre Coop Breizh pe dre Kanerien sant Meryn, o vont e darempred gant Pierre Hascoët (loustik29@gmail.com) ul levrig gant ar pozioù troet e galleg a zo e-barzh. Priz : 12€ er sonadegoù, 15€ dre ar post, ha 10€ pa vez prenet ur pakaad 5 skwerenn.
KAN AWEN
Stal-labour laz-kanañ Kreizenn an Arzou Pobl Brest a zo o tutañ koristed en holl kordennadoù mesked. Adalak an 2 a viz du e vo dalc'het ar pleustradegoù e Leurenn Frezier Plougastel (29) diouzh al lun eus 6e15gm beteg 8e15 noz Evit gouzout hirroc'h, deuit e darepred gant KAAP 02 98 46 05 85
KANOMP AR VRO SANT BRIEG
A gkask e rener. Goude eo aet war e leve Jean Oriac e miz gwengolo 2019, renet eo bet laz-kanañ Sant Brieg gant Yvonne Guilmoto a oa renerez kordennad en araog. Met hiziv, fellout a rafe da Yvonne, ha ne felle ket dezhi chom pell e penn al laz-kanañ istorel hag amiabl, leskel he blas. Ma dedenet oc'h, deuit e darempred gant Katherine Hénault, o c'houlenn da gKanomp Breizh.
KANERIEN GWALARN UHEL
A zo o klask ur rener. Goude ouzhpenn 10 vloazh e penn laz-kanañ Gwitalmeze, fellout a ra da Albert Le Gall leskel ar blas da unan all. Ar strollad leun a startijenn ha birvilher gant tro hanter-kant kaner ennañ a c'houlenn nemet kanañ ha kanañ en-dro ! Deuit e darempred gant Catherine Cottebrune (cat.cottebrune@hotmail.fr) ma plijout a rafe deoc'h ren al laz-kanañ.
|