Al levrioù
LES LIVRES
 |
NEVEZ ! Geriadurig ar Ganerien II
Berz e-neus greet Geriadurig ar Ganerien. Diviet e oa dija bloaz hanter goude beza bet embannet. Ha kement ha moulla anezañ endro, on-eus soñjet e oa mad ouspenna eun nebeud mad a geriou a vanke e-barz. Setu perag e vo kavet 20% gerioù ouzhpenn el levr-se. Tenna a reont euz ar han, euz ar muzik, med ivez euz ar c’horf, abalamour ne vez ket kanet gand ar vouez nemetken, gand ar horf a-bez ne lavarom ket. Levr divyezhek brezhoneg-galleg
Priz poblek 10€
|
|
Eostad René Abjean 3 Livrenn I an tonioù datumet ha krouet gantañ
Bodet eo un daou-ugent ton bennag el levr folennoù-muzik gentañ-se, dastumet, kompozet pe kempennet a-hed buhez ar c’hompozer ha rener laz-kanañ brudet René Abjean. Eus an tonioù hengounel deuet eus Bro Gembre, d’an oberennoù brezhiad a-vremañ, deuit da bourmen e bed ur soner, e-neus, a-hed ur vuhez leun, atao labouret da binvidikaat roll an tonioù e brezhoneg evit al lazoù-kanañ. Labouret e-neus ivez a-benn renevezi al lazoù-kanañ. Ur beajadur abouez eo al levr-se, profet d’al lazoùkanañ ha da ganerien Breizh, o vroudañ anezho da vont war-raog war hent ar han e brezhoneg.
Priz poblek 27€
|
 |
Peder Vouezh 2 Tonioù savet ha kempennet gant Jean-Yves Le Ven evit al lazoù-kanañ
40 folenn muzik tonioù savet gant ar c’hompozer ha rener laz-kanañ aet Maout ar C’hrouidigezh meur a wech gantañ e Kampionad al Lazoù-Kanañ, a vo kavet el levr-mañ. Tonioù hengounel deuet a-wechoù klasel o vezañ bet kanet gant Alan Stivell, hag ivez tonioù eus an abadenn BALAVEN. Evel un hekleo d’an heuliad-se e vo kavet ivez pachoù pi, androioù, valsoù, polka, hag un neubeut tonioù bale. Dont a ra ar c’hrouidigezhioù kinniget eus an heuliad NEVEZADUR. An tonioù-se, war barzhonegoù Anjela Duval, a c’hell bezañ kanet unan hag unan, hep noasout da komprenidigezh an testennoù. Gant tri ton eus Youenn Gwernig e vo klokaet roll an tonioù-se plaset dindan askell Sant Kaourintin, patron Kerne.
Prix public 27€
|
 |
Kanomp Breizh 1 Tonioù kembraek, keltiek ha klasel e brezhoneg evit al lazoù-kanañ 81 folenn muzik tonioù Bro Gembre, tonioù keltiek eus Bro Skos ha Bro Iwerzhon, ha tonioù klasel, a zo bet bodet el levr-se. Skrivet eo bet evito pozioù e brezhoneg. Gant ur rakskrid skrivet gant René Abjean, bet dastumet ivez an tonioù gantañ, eo al levr-se ur gwir somm, ur benveg klok evit koristed ha renerien lazoù-kanañ a blij dezho kanañ e brezhoneg.
Prix public 25€
|

|
Kanerion an Oriant a-hed an tonioù
Skrivet evit lidañ 40 vloazh al laz-kanañ a gan e brezhoneg, heuliañ a ra al levr buhez al laz-kanañ abaoe eo bet diazezet da vare nevezadur keltiek er bloavezhioù 70. deskrivet eo ivez an degouezennoù meur a zo bet war e hent o kemer perzh e krouidigezhioù meur, o veajiñ... Kavet e vo ivez ur vuhezskrid verr ar renerien o deus sikouret da fesoniñ al laz-kanañ, o kregiñ gant e diazezer, Jean-Marie Airault. Levr e galleg.
Priz poblek 18€
|
 |
Lexique des chanteurs I Gerioù ar c'han, ar sonerezh hag al lazoù-kanañ
Ar geriadurig-godell-se (ment 10x14cm), a vo aes da lakaat e sac’h peb kaner, peb rener laz-kanañ, peb soner a fell dezhañ lakaat muioc’h a vrezhoneg e buhez e strollad. Dastumet eo bet gant Alan Herve ha Yann-Ber Thomin gerioù ar sonerezh, hini ar c’horf, implijet pa vez tommet ar mouezhioù, hag hini buhez al laz-kanañ hag ar sonadegoù evit krouiñ ur beñveg aes da implij ha buhezhus, savet a-ratoz evit lazoù-kanañ Breizh. Levr brezhoneg/galleg. Priz 9€ .w
Priz poblek 9€
|
 |
Yvonne Breilly-Le Calvez Breizh, barzhoniezh ha laz-kanañ El leor bihan-se, tro 80 pajennad ennañ (ment 12x17cm), e vo heuliet hent dispar ur vaouez meur e bed al lazoù-kanañ : Yvonne Breilly-Le Calvez. A-hed ar pajennadoù, e kont ar skrivagnerien, kenurziet gant Yvon Trinquet, neudenn buhez plac’hik yaouank Dirinonn, n’eo morse bet ankounac’het ganti from ar c’hanaouennoù brezoneg e iliz he farrez. Lakeet e vo war well ivez he buhez skolaerez, he buhez renerez laz-kanañ, ha dizoloet e vo bed braz ar saverez muzik, gant ur faltazi awened gant oberennoù barzed Breizh. Ul levr divyezek brezoneg/galleg, troet gant Yann-Ber Thomin.
Priz poblek 9€
|

|
René Abjean & Ar Marh Dall
E-barzh al levr bihan-se, 76 pajennad ennañ (ment 12x17cm), Jean-Marc Kernin a restaol deomp kaozeadennoù e n’eus bet gant René Abjean, e 1989, pa oa war e studioù muzikologiezh, o skrivañ un doser. Ur mare eo bet evit ar paotr yaouank da c’houlenn digant ar c’hompozer petra eo bet e hent evel soner, kompozer ha rener lazoù-kanañ. Ur mare ivez da zibluskiñ meizadenn un oberenn ha renevezet eo bet ganti ar c’han dre lazoù-kanañ e brezhoneg : kanadenn Ar Marh Dall, skrivet war pozioù gant Job an Irien. Levr divyezhek brezhoneg/galleg, troet gant Maguy Kerisit.
Priz poblek 8€
|
|
|
Penaos urzhiañ ?
Trugarez da bellgargañ ha leuniañ ar BOÑ URZHIAÑ
ha da gas anezhañ asamblez gant ho chekenn e añv Kanomp Breizh da chomlec'h da heul : Kevread Kanomp Breizh, e ti YB Thomin 200 ru ar Palud Bihan 29800 Landerne
|
|
|