Imprimer cette page                    Kanomp-Breizh KANOMP BREIZH Kanomp-Breizh
 


Kevread Lazoł-Kanań Breizh
Partotek
Rechercher sur le site
Contact
Keleier
Keńvererien
Plan du site

Kanomp Breizh

Kinnig kevread Breizh al lazoł-kanań

Savet eo bet Kanomp Breizh e 2014 gant renerien lazoù-kanañ Breizh a oa bodet e komision "Kan" kengevread Kendalc’h. Ganet eo bet dre boloñtez ar c’hengevread hag hini ar c’hompozer René Abjean, gant sikour Rannvro Breizh.

Pal Kanomp Breizh a zo kas war-raok ar c’han e brezhoneg, koulz war tonioù hengounel ha re a-vremañ. Skoazellañ a ra ivez kompozerien ar Vro a fell dezho krouiñ oberennoù nevez evit al lazoù-kanañ. Ha brudañ a ra ar c’han a gor e brezhoneg. Ezel Kuzul Sevenadurel Breizh, Gouelioù Breizh, Kevre Breizh ha Poellgor Bro Gozh Ma Zadoù eo Kanomp Breizh. 

Evit dont da vezañ ezel eus Kanomp Breizh e rañk ur strollad kanañ e brezhoneg holl e donioù, pe lod anezho.

Kinniget eo da lazoù-kanañ ezel eus Kanomp Breizh :

-       Kemer perzh e Breizh a Gan, ur sonadeg meur a vez dalc’het bep bloazh, kentañ sulvez miz kerzu, abaoe 1982, en eur gêr disheñvel.

-       Kemer perz e Kampionad Breizh al lazou-kanañ, kenaozet gant Goueliou Kann al Loar e Landerne, e miz mae evit strolladoù eil ha trede rummad, e miz gouere evit re ar rummad kentañ.

-       Bezañ kelaouet war sonadegoù al lazoù-kanañ all, ha war oberiantizoù ar c’hevread dre Lizher Kanomp Breizh, an newsletter hag a vez kaset da bep kaner.

-       Kavout skoazell evit kanañ reizh e brezhoneg

-       Dizoloiñ tonioù nevez e brezhoneg a c’hell bezañ kavet war partotek lec’hienn Kanomp Breizh. Ur servij hag a zo nemet evit al lazoù-kanañ ezel

-       Kemer perzh e stummadurioù a bep seurt : Kanañ e Brezhoneg, stummadur rener ha rener kordennad, stummadur war teknik ar vouezh, stummadur war solfadurezh…

-       Kemer perz e Laz-kana Breizh, a ginnig oberennou vraz.

-       Kaoud eun distaol war plasoù an abadennoù, war al levrioù, pladennoù ha produioù a bep seurt embannet gant Kanomp Breizh

Kuzul-merań ar c'hevread

Kuzul-merañ Kanomp Breizh a zo kompozet eus dilennidi al lazoù-kanañ (al lazoù-kanañ eo a zo añvet e kuzul-merañ), eus izili o-unan hag eus daou ezel dre zroed : dilenniad Kendalc'h ha dilenniad ar renerien laz-kanañ. 
Skipailh 2020 :

Yann-Ber Thomin

Hekleo  Prezidant Darempredoù er maez
Jean Gueho Dilenniad Kendalc'h  Eil-prezidant Darempredoù gant Kendalc'h, Breizh a Gan
Alain Muzellec Mouezh Bro Konk Sekretour  
Florent Christien Kan Izel Vor   Eil-sekretour   Ezel Komision Kampionad, surentez ha mererezh 
Pierre Le Roux Mouezh Paotred Breizh Teñzorer Kenurzhier Bro Leon
Goulven Calvez Kanerien sant Meryn Eil-teñzorer  Karget eus ar Stalig hag an Embannadurioù
Jean-Marie Airault Laz-kanañ Breizh   Kirieg Komision ar Renerien
Loïc Rousseau Kanerion an Oriant    
Jean-Yves Le Coz Mouezh Paotred Breizh    
Alan Hervé Ezel a-heniennou   Kirieg Komision Yezh
Renée Darlon  Aber al Liger   Kenurzhierezh Bro Naoned
Catherine Hamzic Ezel a-heniennou    
Nadette Ripoche Kan ar Vro    
Marie-Renée Nicolas  Les Choralines-Korholen     
Yvette Lucas Kan Awen    
Roger Connan  Ezel a-heniennou   Aozadur Laz-Kanañ Breizh
Yann-Ber Premel Paotred Pagan    

Dileuriań e Kuzul Sevenadurel Breizh

Ur bodadeg kuzuliañ eo Kuzul Sevenadurel Breizh, staget ouzh Kuzul ar Rannvro. Krouet eo bet e 2009, an hini nemetañ eo e Bro C'hall. Bodañ a ra 70 ezel o zileuriañ liested an arzoù, ar sevenadur hag ar glad. Kemeret e vez kuzulioù digant Kuzul Sevenadurel gant Kuzul Rannvro Breizh war tout ar goulennoù a zell idantitelezh sevenadurel ar vro hag e sked. Gallout a ra ivez krog e-barzh peb goulenn war an dachenn-se evit studian anezhi ha rein e erbedoù. 

Kanomp Breizh a zo ezel eus Kuzul Sevenadurel Breizh abaoe 2009.
Respetoù ar 70 dilenniad a zo bet renevezet evit tri bloazh. 
Anvet eo bet Yann-Ber Thomin en-dro war e anv, ha Marie-Renée Nicolas evel eilourezh. 
Ouzhpenn, anvet eo bet Yann-Ber Thomin e penn Komision Yezh Breizh hag ezel eus burev ar C'huzul Sevenadurel. 


Evit mont e darempred gant Kanomp Breizh

Kenurzhierezh :
Armelle Le Guillou
06 32 29 79 29
kanompbreizh@kanompbreizh.bzh

Chomlec'h post :
E ti Yann-Ber Thomin
200 ru ar Palud Bihan
29800 Landerne

www.kanompbreizh.bzh

logo Facebook


Soutenou Kanomp Breizh

Soutenet e vez Kanomp Breizh gant Rannvro Breizh ha gant Départamant Penn ar Bed. 

logo rannvro Breizh        logo dept29